Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU

Ephéméride éclectique d'une librocubiculariste glossophile et mélomane.

Benoni - Anjela Duval

Lucien Pouëdras - la mort des chênes creux

Lucien Pouëdras - la mort des chênes creux


Benoni
 

Yezh poblek Bro-Dreger
I
N’eus ket pell c’hoazh ‘traoñ ar blasenn
‘Oa ur gaer a wezenn faou
Warni gravet don er bluskenn
Sifroù ha lizherennoù
Rak holl baotred ar vilajenn
‘Oa pell zo gante ar c’hiz
Merkañ o anv er wezenn
‘Raok partiañ d’ar servij.
II
Pa oa deuet tro Benoni
Mab penn-hêr an intañvez
Setu eñ ivez o c’hraviñ
Warni e anv-badez
Prest goude ma oa partiet
‘Oa digoret ar brezel
Ha biskoazh n’eo bet distroet
Benoni d’e Vreizh-Izel.
III
Da serr-noz ar vamm glac’haret
A deue da vemoriñ
‘Tal ar wezenn enni gravet
Anv he mab Benoni
Met setu un deiz koaderien
O benvioù war o skoaz
O tiskenn da draoñ ar blasenn
Da ziskar ar faouenn vras.
IV
Kerkent ur yudadenn fromus
Emañ ‘n harpon er wezenn
Ha gant ur strakadenn spontus
Eo kouezhet war ar blasenn
Ar vamm pa glev an darzhadenn
Zo diredet eus he zi
Dont da diskouez d’ar goaderien
Anv he mab Benoni.
V
Ar goaderien tud a galon
Gant preder ha gant evezh
O deus troc’het gant o harpon
An tammig koad en e bezh
Douget gant doujañs ar blakenn
D’ar vamm baour betek he zi
Hag he laket d’ober sichenn
Dindan poltred Benoni.

 

Anjela Duval

Barzhonegoù, Diwar kaieroù ar varzhez

22 a viz Meurzh 1964

Pour les quelques non brittophones qui passent par ici, la traduction du poème est ici.

Retour à l'accueil
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
À propos
une-vie-de-setter

Ephéméride éclectique d'une librocubiculariste glossophile et mélomane

Commenter cet article